Sold out

Gaston. Volume 14 - Gaston

French · Paperback / Softback

Description

Read more

Autre présentation

Ganet eo bet André Franquin e 1924 en Etterbeek (Belgia). An tresañ zo bet pouezus evitañ adal e vugeliezh.

Kregiñ a ra da labourat e stal Dupuis e 1944, bountet enni gant e vignon Morris (tad Lucky Luke). E 1947 ez adkemer an dudenn Spirou, o tresañ « Le Tank » ha « Les Maisons préfabriquées ». E-keit se e sav ur bern tresadennoù evit kelaouennoù a bep seurt.

Goude 1949 e vo sammet gant ar stirad « Spirou et Fantasio », gant an tresañ hag ar skrivañ evit ar gelaouenn Spirou : istorioù klok, goloioù, skeudennoù liesseurt. Hanved Spirou a gresk gant tudennoù dispar : Kont Champignag, ar Marsupilami (1952), ar gazetennerez Sekotin, Zantafio ha Zorglub, h.a.

Etre 1955 ha 1959 e ray Franquin war-dro « Modeste et Pompon » bet krouet gantañ evit ar gelaouenn Tintin.

E 1957, evit reiñ buhez d'ar pajennoù skridaozet, e teu war wel un « haroz dilabour » krouet gant André Franquin, aozer an dresadenn, ha gant Yvan Delporte, a roas dezhañ ur bersonelezh hag ar c'hentanv Gaston e koun ur mignon ken beiadour all !

Evit un emziskouez dister eo pedet Gaston war Spirou da gentañ. Leuskel a ra roudoù glas un tamm e pep lec'h war ar pajennoù, ha hadañ reuz er skridaozerezh. Un taol berzh eo 'vat. Ne oa ket bet krouet Gaston da vezañ un dudenn a vandennoù treset. E stirad dezhañ en deus koulskoude.

Ret eo da Franquin, re sammet gant al labour, dilezel tudennoù, hag istorioù zo. E 1968 e tilez Spirou, roet da Fournier, ur Breizhad (krouer Bizu).

E 1972 e krou, evit goloioù Spirou, e erevent koantik a vo strollet en albom « Cauchemarrant », embannet gant Bédérama e 1979.

« Mennozhioù Du » (Idées Noires) zo embannet gant Le trombone illustré e 1977 da gentañ ha gant Fluide glacial da c'houde.

Gant an oad, ne dres ket Franquin kement a draoù ken.

E 1987, ar Marsupilami en deus e stirad dezhañ, treset gant Batem dindan evezh Franquin evit an albomoù kentañ.

E 1989 e tres Franquin kalz tudennoù bihan, an Difoued, en ur stirad tresadennoù fiñ evit ar skinwel.

Aet eo Franquin da anaon e 1997. Ne welo ket embannadur Gaston e rezh naontek levrenn genheul e ti Dupuis, gant div levrenn dresadennoù, ankouaet pe dilezet gant an aozer pa oa bev, e ti Marsu-Productions.

Laouen omp o kinnig ul levrenn e brezhoneg eus beiadurioù ur paotr dizampart met ken jentil...

Product details

Authors Alan Monfort, André Franquin, Andre Franquin, André Franquin, André (1924-1997) Franquin
Publisher Yoran
 
Languages French
Product format Paperback / Softback
Released 20.12.2006
 
EAN 9782916579023
ISBN 978-2-916579-02-3
No. of pages 48
Subject Fiction > Comic, cartoon, humour, satire > Comic

Customer reviews

No reviews have been written for this item yet. Write the first review and be helpful to other users when they decide on a purchase.

Write a review

Thumbs up or thumbs down? Write your own review.

For messages to CeDe.ch please use the contact form.

The input fields marked * are obligatory

By submitting this form you agree to our data privacy statement.